Kondaonet eo bet Nicolas Gonidec da 5 bloaz toull-bac'h
Leun chouk e oa lez-varn Kemper da 1e30 bremaik evit klevet barnadenn Nicolas Gonidec. Kement a dud a oa eno ken n'o deus ket gallet an holl dud mont er sal.
Kondaonet eo bet an den bet dilennad e Kemper ha rener an ti produiñ an Tour Tan, evit tagadennoù seksel ha bezañ graet ar vicher klañvdiour diaotre. Pemp maouez ha daou-ugent a oa aet da gevrenn geodedel en afer-se ha seiz dioute a damalle anezhañ a dagadennoù seksel. Kondaonet eo bet da bemp bloaz toull-bac'h, da lâret eo ar c'hastiz uhelañ a oa bet goulennet gant ar prokulor. Darn deus ar plac'hed bet taget gantañ a oa war al lec'h evit klevout ar varnadenn. Selaouomp unan dioute, he doa heuliet ar prosez penn da benn e miz Kerzu. Kontañ a ra deomp he santimant war ar varnadenn...
Nicolas Gonidec en deus klevet disoc'h ar varnadenn dre video deus toull-bac'h Plañvour er Morbihan. Rak rakprizoniet eo eno a-drugarez d'un enklask a zo bet digoret en Oriant evit an hevelep fedoù. Difennet e vo outañ mont da Benn-ar-Bed ha bezañ dilennet e-pad pemp bloaz ivez ha rediet e vo da vezañ heuliet gant ar servijoù sokial hag ar justiz e-pad seiz bloaz ha da vezañ heuliet da geñver e yec'hed spered e-pad kement-all a amzer. Rediet e vo ivez da baeañ an digolloù d'ar c'houzañvadezed hag enskrivet e vo er Fijais (Fichier judiciaire automatisé des auteurs d’infractions sexuelles ou violentes). Graet e oa bet an atersadenn gant Metig Jakez-Vargas.